audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
hag e vezont pas ebet oc'h ober un tamm labour
muioc'h a bec'h a zo warno bremañ evit e oa war c'hanimp,
goude labouremp kalz a-raok…
Ha petra a zo kaoz
Beñ ar re yaouank bremañ ne gomañsont ket gant nebeud… ret dezho kavout kalz ivez kwa… an dra-se a zo… an dra-se a zo un dra bennak ivez kwa… e-lec'h ni gwechall a gomañse bihan hag a greske
Ya setu bremañ e vez… e vezont euh
n'em anfoñs a reont diouzhtu
Pa vez re a gle… ebeñ an anaoudegezh a ya da heul
Pa vez re a dle a beñ ne ya ket mad ar jeu
Ne ya ket mad ar jeu hag e vez, e vez ya ya, e vez trubuilhet an den
Ya kar ni meump bet komañset euh euh boñ da zigentañ boñ oa oto ebet boñ bet oa gant, a-benn ar fin e oa bet unan ivez… ya… hag a zo bet kresket ha kresket e-mod-se… komañset gant un trakteur echuet meump gant tri
met boñ ne gomañser ket gant ur…
bremañ ret kaout re vras
Diouzhtu, Diouzhtu ya re vras Diouzhtu
Ya met moaien a zo met ret e vez paeañ anezho.
Aze an hini emañ ya
Ha ma ne rez ket… ma ma laboures netra nemet evit… euh rentañ ar c'hle
Ya, ne dalvez ket ivez, kwa heñ, dalv dalv ket ar boan
hag ha peseurt mod teuio ur ur wreg yaouank
Beñ ya… aze an hini emañ kwa… ya ya ya… kalz a blasoù bremañ ar wreg a labour e-lec'h all hag a zo un dra mad ivez kwa
Ne raio ket
O echuiñ a ray, ya, ha ha, pa do c'hoant
Beñ kompren a ran… ar gwregez ar gwragez yaouank bremañ ebeñ ne c'houlont ket kalz dont ken e-barzh… da labourat an douar ivez kwa
an tad hag ar vamm e-barzh an daou blas a sikour o mab
Met daoust hag-eñ en em gavo unan bennak yaouank da zont da ramplas e vamm da sikour anezhañ
n'ouzon ket… kentoc'h a gavo unan bennak da vont da labourat da lec'h all
heñ ha da zont d'ar gêr neuze d'en em okupiñ da… met euh n'eo ket aes dalc'hmat
Nann ha surtoud bremañ n'en deus ket kalz labour lec'h all ivez, nann
unan all a zo aze e-giz-se hennezh en deus daou vugel yaouank bremañ… beñ e wreg zo o labourat lec'h all… mad e ya ar jeu gantañ… ya… peogwir e dad hag e vamm a zo bepred o sikour anezhañ
Ya met pa ne vo ket ar vamm ken kap gouest da sikour anezhañ, ya, peseurt mod a raio ?
N'ouzon ket… n'ouzon ket
Ha c'hoazh ma ma ne vez ket re vras ar feurm
Bras-mad eo, Bras-mad eo, ya bras-mad eo ya ya
Moc'h zo pe saout, ket… saout-laezh. Saout-laezh ? Ya, saout laezh ha heuze koleoù en deus ivez hennezh
Koleoù en deus ivez. Ya, koleoù en deus ivez ya.
N'eo ket… euh eñ en deus kemeret un tamm euh… ar pezh ma gav kwa
Hennezh a bren met sepet e goleoù a sav ivez hag e mod-all e ounnerachoù a vez da ramplasiñ kwa
Ya ya pa defe ezhomm euh, pa n'eus ezhomm… ya ya ya
hag ar mod-all a bren koleoù neuze an dra-se zepand pezh a gav a-wechoù e vez « charolais » a-wechoù e vije re all kwa heñ
ya ya, pezh ma gav kwa, d'ober… d'ober… d'ober euh, e leueioù kwa, kig, ya
d'ober loened kig kwa,
setu hennezh euh emaint ganto dek… dek… dek… daouzek e-barzh ar memes box kwa
an hini a zo… en deus euh… eñ n'eus moc'h ivez, hennezh ne ra ket nemet moc'h ken ivez… hennezh en deus bet saout-kig e-pad ur reuziad ivez
e dad hag e vamm n'eus saout kig ivez kwa met gwerzet o deus anezhe ivez kwa. Ne ra ket ken nemet, nemet saout hag… ha bremañ neuze…
Salud deoc'h tout, mat an traoù ?
Setu, an dibenn-sizhun tremenet e oa GBB,
Gouel broadel ar brezhoneg, a oa bet e Langoned hag… un dra dibar hon doa klasket ober, hag omp deuet a-benn d'ober,
A zo lakaat an dud euh da genstrivañ en ur genstrivadeg
Zo ur meskaj awenet gant chess-boxing ho poa gwelet dija
Ha m'ho peus ket gwelet c'hoazh, kit da welet ar video war ma chadenn war ar chess-boxing,
Ha neuze ur meskaj etre an echedoù, hag aze war ur c'hoari ramzel,
Hag euh… hag ar back-hold, da lavaret eo gouren bro-skos.
Krogomp bremañ setu. Aze e oa bet filmet neuze euh Loig grobol gant ar re wenn
A-enep Tudwal Girard gant ar re zu.
Trugarez vras da Anna al lay evit bezañ filmet euh… filmet kement-se ha kemeret ar fotoioù.
Setu e c'hoariont war ar c'hoari ramzel hag e-pad seizh munutenn
Hag ur wech terminet ar seizh munutenn ez aint da… aint da c'hoari
Euh back-hold e-giz ma voc'h gwel… ma vo gwelet ganeoc'h bremaik, setu.
Aze hon eus un digoradur saoz, heñ, evit ar poent,
Ha… setu kaset e zaou varc'heg er-maez aze gant ar re wenn.
Ha Tudwal gant ar re zu 'n eus fiñvet un tamm re ar pezhioù gwerin evit ar poent
Neuze, debret E pemp, aze e c'hall addebriñ met ne vije ket fin, heñ, peogwir e c'hallfe ar rouanez wenn debriñ hini zu,
Setu e tiorren e eskob, eskob B seizh…
Derc'hel a ra da vont o tebriñ D c'hwec'h, rouanez dap D c'hwec'h en-dro.
Boñ, setu fentus e oa, heñ peogwir, evel-just, e oa… e oa bet disachet kalz tud gant an dra-se
Hag ouzhpenn-se e oa, <C'HOARZH>, setu Tudwal a glask kaout lañs bep tro…
Hag evel-just e… e bet diaes heñ gwelet mat an holl pezhioù euh, ken bras eo ar c'hoari,
Met memestra e oa bet… oa bet tenn a-walc'h ar bartienn.
Ha… ne vo ket sellet ouzh ar bartienn a-bezh, bah forzh penaos e vank tammoù…
Aze ar fazi kentañ graet gant Loig, tapet 'n eus e C seizh, addebret eo bet diouzhtu gant eskob Tudwal.
Boñ, sellomp bremañ ouzh euh… ouzh un eil mare, euh un tamm pell… un tamm diwezhatoc'h, er memes partienn.
Aze, emañ prederiañ… emañ o prederiañ Tudwal e c'hoari eskob G pevar.
Setu en ur blegenn a zo tenn a-walc'h, ha mar sellit mat aze a zo daou eskob,
Kostez ar re zu a-enep marc'heg hag eskob hag un tour eus a bep tu.
Siwazh emañ o paouez ober ur fazi, met ya ! Debret e eskob.
Hag aze e vez gwelet penn Tudwal, aze eo sebezet, o skeiñ war e benn, setu.
N'eo ket laouen gant e daol diwezhañ, met derc'hel da stourm, heñ, ne zilezo ket evit ken nebeut a dra…
Hmm… setu debret H daou. Petra vo graet gant Loig ? Debriñ a ra G seizh.
Bec'h d'ar roue. Ah ! Neuze ec'h achap ar roue e F eizh.
Tour H seizh evit tagañ H c'hwec'h evit ma ne vije ket dindan gwask ar roue an tour ivez, heñ.
Tour D daou bec'h, aze prest da dagañ B daou setu heñ, gwelet a rit ur morad a dud en tro-war-dro, o sellet.
Ha setu, goude ar prantad-se oant aet da… da c'houren met doare bro-skos, da lavaret eo ur back-hold.
Sellomp bremañ neuze penaos oa kont ar back-hold-se.
Setu, a-benn ar fin e ranker neuze lakaat e zaouarn tro-dro da c'hein an enebour,
Ha lakaat e benn war e skoaz, ha n'eo ket ret euh ober lamm evel er gouren,
Met a-benn ar fin ar pezh zo ret ober a zo lakaat an enebour da ziskrogañ e zaouarn diouzh da gein,
Peotramant da lakaat anezhañ da gouezhañ araozout, war ar brenn heskenn, heñ, gwelet a rit aze e oa bet lakaet brenn heskenn, dre ma oa bet un tournamant gouren an devezh a-raok.
Ha setu e-giz ma vez ingal bremañ bep daou vloaz gant… er GBB.
Hag aze, tenn an traoù, gwelout a reer e klaskont ober ur c'hliked, ur c'hliked heñ an eil d'egile.
Hag aze e oa kouezhet Loig, neuze ur poent oa bet evit euh, evit Tudwal.
Met ne oa ket echu an traoù, aze ha neuze, gounezet oa gant an hini kentañ a c'houneze daou grogad, kwa a-benn ar fin.
Aze oa aet unan dija gant Loig, nann gant Tudwal kentoc'h.
Setu, kroget endro, setu gortozomp an tredeog, setu.
Da leuskel anezhe kregiñ ganti.
Fiñval a raint, fiñval a ra… piv a vo trec'h ? Piv a vo trec'h ?
Aze santout a reer, aze ouzhpenn-se zo daou baotr bras, marteze ne vez ket gwelet splann war ar video met ar re-se zo, an daou se a zo korfeg a-walc'h ha bras.
Setu, e oa brav da welet kement-mañ. Setu.
Unan diwezhañ ? Aze da ma soñj e oa bet euh laosket…
Setu neuze boñ, a-benn ar fin e oa aet ar maout gant Loig e… e oa aet ar maout gant Loig aze er gouren
Hag e oa aet ar maout gantañ er bartienn echedoù ivez er fin, dre ma en doa gounezet ur pezh, e-giz m'ho poa gwelet bremaik, an eskob e G pevar.