audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
Ret eo d'ar Foeterien ober a bep seurt amprouennoù ha diskoulmañ kudennoù spered !
E fin pep devezh e rankont klask bod ha boued, gant un toullad gwenneien hepken.
Kit da sellet ouzh an abadenn e replay war Brezhoweb ha war ar chadennoù TV Rennes, Tébéo, ha TébéSud.
Echu ar bamboch
Stad an traoù
Ouzhpenn c'hwec'h kant dek ha tri ugent mil den a vev diwar ar sevenadur e Frañs. N'eo ket dister pa ouezer e tegas kant miliard a euroioù bep bloaz, da lavaret eo e kevatal da daou pik tri dre gant eus produadur diabarzh kriz Frañs. Daoust da se eo trenket ar soubenn abaoe bloaz gant kleñved-bed ar C'hovid. Dibaoe eo serr ar mirdioù, ar salioù-sinema, ar c'hoarivaoù, echu an abadennoù sonerezh, echu ar festoù-noz. Arvarus eo bodañ un niver bras a dud gant aon e tiflukfe ur c'hluster.
Ha padal Ne oa bet diwanet kluster ebet pa oa digor c'hoazh ar salioù arvestoù, doujet e veze d'ar reolennoù yec'hedel kenkoulz eget e lec'hioù all.
Daoust da se n'int ket bet digoret en-dro.
Ranket o doa an arzourien azasaat o labour a-fo evit gellout diskouez o arvestoù.
Aozet e oa bet gant strollad Mad ar jeu un abadenn Covid kenglotus gant maskloù ha mikroioù, kuitez da skopitellat. Lod all, evel Tangi Le Gall-Carré, o doa kavet gwelloc'h krouiñ a-raok kemer hent ar studioioù-enrollañ met hervez e gomzoù e vank dezhañ al liamm gant an arvesterien…
Ha spi zo da gaout ?
Ha ken gwir all eo evit an arvesterien. Skuizh e vezont o chom kenfinet atav en ur mod, hep daremprediñ o mignoned, an dud nes.
Ezhomm zo da aveliñ ar penn, da gaout ur vuhez sokial, estreget an trevelloù pemdez zo.
Spi zo da gaout, p'en deus embannet ar gouarnamant e vefe aotreet ar festivalioù a zegemerfe pemp mil den d'ar muiañ.
Penaos e vo e-keñver ar pezhioù-c'hoari, ar festoù-noz ?
Bihan eo ar bazenn ha n'eo ket a-walc'h evit adkavout ur vuhez voas ha gellout pogotañ en-dro diouzhtu,
met tamm-ha-tamm e vezo graet e vragoù da Yann.
Oh ! Breizh ma bro !
n'eus ket nemet komz anezhañ get an dud dre ar bed ar blez-mañ ! Ar vaksin, ar vaksin, ar vaksin ! Evit ober un dijabl ag ar bouc'h a goronavirus hag a laka kement a vec'h warnomp.
Deomp da welet un nebeud troioù stag d'ar c'hleñved-red-se.
Gwall skoet eo ar bed gant ar bandemiezh.
Ur c'hleñved-red eo.
Toui ! Chomet eo ma maskl war ma lerc'h.
A-gaoz d'ar c'heulfe e vezomp holl er stalioù war-un-dro.
Un darempred kontammiñ zo e-touez ma c'henlabourerien.
Petra eo azonoù ar c'hleñved ?
Vaksinet e vin.
Oioù oioù ! Aon am eus rak ar pikurennoù !
Lakaat eo bet ar vrec'h ennon.
Youc'hou ! Immunizet on !
Redek evel un tenn evit ar Redadeg !
Redek a reomp evit ar blijadur,
evit aveliñ hor spered, kreñvaat hor c'horf.
Redet e vez a-wechoù ivez evit abegoù a bouez deomp.
Ha klevet ho peus kaoz eus ar Redadeg ?
Setu un degouezh brav evit an holl, rederien ar Sul vintin pe rederien ampart !
ar montr-kardio
ar montroù-kardio
ar short
ar shortoù
al loer
al loeroù
ar sac'h-kein
(ar seier-kein)
ar gasketenn
(ar c'hasketennoù)
ar votez sport
(ar botoù sport)
ar wenodenn
(ar gwenodennoù)
ar goulourdrenn
(ar c'houlourdrennoù)
ar rederez
ar rederezed
ar roudenn
ar roudennoù
ar vazh-eilañ
(ar bizhier-eilañ)
ar giton
ar gitonioù
al lien-kein
al lienoù-kein
ar reder
ar rederien
an dibenn
an dibennoù
Toazennoù pesto avoukez
Evit ur podad pesto :
div avoukezenn
ur boked bazilik
ur gignenenn
div loaiad vras a eoul olivez
chug ur sitroñs
un dornad kraoñ-pin
pebr holen
Toazennoù evit daou zen :
kant pevar-ugent grammad toazennoù
parmezan
Aozañ
Dibluskañ ha skejenniñ ar gignenenn.
Troc'hañ an div avoukezenn e daou damm,
tennañ ar maen, kemer ar vouedenn.
Frikañ gant ar bazilik, ar c'hignen, an eoul olivez, chug ar sitroñs hag ar c'hraoñ-pin.
Holenañ ha pebrañ.
Lakaat an toazennoù da boazhañ en dour berv gant holen.
Teurel evezh mat en amzer boazhañ.
Ur wech poazh, servijañ an toazennoù, ouzhpennañ ar pesto hag ar parmezan.
Sachit warni !
Un hammam kuzhet a-dreñv ur voger
En hañv tremen e oa bet graet labourioù reneveziñ en un davarn eus Sevilla, en Andalouzia.
Al labourerien o doa kavet, a-dreñv ur voger, ul lukan dezhi stumm ur steredenn.
Un arkeologour a oa war al lec'h abalamour m'emañ an davarn tost da iliz-veur Sevilla.
A-dreñv ar voger e oa bet diskoachet neuze un hammam, teir sal gibellañ ennañ, savet en daouzekvet kantved.
Al lukanoù, ar mogerioù hag ar bolzoù kizellet ha livet zo chomet brav daoust d'an amzer.
An davarn a vo par d'ur mirdi bremañ.