audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
Ya. Euh pezh a c'hallan diskouez eo ar rummadoù evit ar verboù, euh ar verboù reizh.
Ha da skouer aze em eus ur un diketenn verb reizh, neuze aze ez eus tout ar verboù reizh.
Euh, ma kemeran ur verb evel staliañ.
Be 'm o ar verb oc'h echuiñ e ya. Peogwir ar re se o deus euh un displegadur euh resis hag a zo hini ar glebiadur aze.
Ha setu. Ha neuze pa glikit war euh "verb e" liañ ",
tout ar verb o oc'h heuliañ ar reolenn, euh reolenn ar glebiadur.
Peogwir n'eus ket, n'eus ket aliañ sañset. Echu a ra e "liañ" met ur verb reizh eo memes tra peogwir e teu eus ar ger ali.
Hag aze e welomp hon eus un termenadur ha ket an euhm, ket an droidigezh e galleg peogwir eo bet lakaet, ha neuze euh a teu eus Meurgorf.
Vo mat ivez lakaat euh er geriadur euh… Met setu.
neuze on eus euh kinniget un doare euh ivez evel ar verb bezañ, neuze da skouer gant euh… trede gour gourel pe euh pe benel ?
Unander eo skrivet. Ah bah, traoù da reizhañ a vez merzhet war ar prim ! <C'HOARZH>
Ya, iskis eo. Ya OK boñ, <C'HOARZH> traoù da reizhañ.
Ha neuze aze e c'hellit euh neuze kavout an holl stummoù euh disheñvel eus ar verb kaout, gant ur stumm boaz.
Setu peadra da… da c'hoari un tammig.
Ar verb mont, neuze ar verb mont a zo eeunoc'h eget ar re all. N'eus ket a stummoù ispisial met memes tra eo euh ur verb ispisial a-walc'h, neuze.
Setu, en eus ur euh, ya, ur rummad dezhañ e-unan. Setu, ya, penn-da-benn.
Euh bah, setu neuze n'eo ket fall hag ur verb dre-zegouezh ma peus c'hoant, ma ne ouezit ket petra, neuze aze vez desket gerioù nevez evel bogodañ war a-seblant.
Setu hag euh lakaat a raio ur verb dre zegouezh bepred. Euh setu hag a c'hell bezañ euh fentus.
Met evit ar poent e n'eus nemet un dra a c'heller ober, neuze klask e brezhoneg, hag a zo verb memes tra hag a zo aze heñ.
Met euh ar pezh zo e c'heller klask e yezhoù all, da skouer ma fell din gwelet an holl verboù lec'h ma zo "manger" en verb… euh en droidigezh
bah em eus aze, neuze euh mont a ra da glask en troidigezhioù setu perak zo… n'eus ket just debriñ, bez zo ur bern traoù all hag, ur bern doareoù all da lavar euh, da lavar "manger" met evit euh kendestennoù euh resis evel peuriñ da skouer barzh "manger" evit… evit saout da skouer.
Ha setu. Euh aze e vez gwelet neuze tout ar… tout ar verboù.
Ha ret eo neuze klikañ war ar… marteze e vo tu lakaat un tamm muioc'h war wel… klikañ war ar… war an anv-verb.
Ha pa zo meur a anv-verb e vez lakaet anezhe holl, da da-heul…
Ya, evel ar pokemoned <HUM> <HUM> "pakit anezhe holl !"
Euh, digarez evit ma farsadennoù null. <C'HOARZH>
Ah ya, ha bez zo ur gentel yezhadur ivez, a zo bet savet euh gant ur c'helenner, gant kelennerien.
Hag a… hag a c'hellit neuze mont da welet evit displegañ un tamm, euh… mui-pe-vui penaos ec'h a en-dro ar verboù e brezhonek. Ar pezh n'eo ket fall dija.
Ya ! D'am soñj emañ en holl yezhoù, ya, setu. E brezhoneg, galleg ha saozneg.
Oula, n'em eus ket gwelet. Ah ya, mat tre… en holl yezhoù.
Neuze tout al lec'hienn a zo e brezhoneg, galleg ha saozneg. Hag ouzhpennet e vo euh yezhoù nevez da zont.
Met euh, setu kwa, on oa embann al lec'hienn a-raok.
Ouzhpennet e vo war ar stern ar gallaoueg da nebeutañ, ha yezhoù all moarvat.
Ya, daoust hag-eñ e c'hellez diskouez a ar roll, roll ar yezhoù aze el lec'h ma c'heller treiñ al lec'hienn en enit neuze.
Gant ar c'hlask araokaet e c'hellez, ah ya, bah se zo euh penaos, tout yezhoù ar bed a-benn ar fin.
Ya bez ez eus… Nann nann, met bez ez eus eus deus an afrikaans d'ar Zouloueg. Deoc'h da c'hoût aze ez eus ul…
Lakaet eo bet tout yezhoù ar bed. Met euh goude marteze vo lakaet just ar re a zo war lec'hienn.
Met euh ha setu, afer hon eus da dreiñ en holl yezhoù ganeomp.
Mat-tre, euh petra a chome ? Dija evel-just, m'ho peus goulennoù e savit euh, savit anezhe.
Setu, ma fell deoc'h euh mont e darempred ganeomp, gallout a rit kas ur gemennadenn dre Facebook, dre euh Twitter, ha me oar me…
Ha gellout a rit en ober dre al lec'hienn, neuze gant ar… an arlun banniel, evel on eus gwelet tuchant.
Pe mod all gant euh… neuze ar bajenn darempred a welomp amañ.
Merzout a ran a-benn ar fin ne vez ket gwelet tout ar prenestr.
Un afer "tak", setu.
ha setu aze e c'hallit neuze kas euh, kas ur gemennadenn deomp hag e vo respontet deoc'h sañset, n'omp ket foulet gant ar posteloù evit ar mare.
Ah ya, ar stumm teñval.
Bez zo ur stumm teñval war al lec'hienn, setu ma fell euh, ma fell deoc'h e implij e-pad an noz hep distruj ho taoulagad.
War hezoug e vez kavet ivez, euh neuze euh… penaos e c'hallan ober, ya ma ran mod-se eus ar… ur sell eus penaos eo e stumm hezoug.
Mont a ra en-dro e stumm hezoug. Deoc'h da c'houzout.
Ha ma vez kudennoù ebah kasit ur postel deomp.
Euh en traoñ "Menegoù lezennel" reer ket foutr. E Trugarekadennnoù hag evel just euh trugarekaat a reomp ur bern tud hag ur bern raktresoù o deus sikouret ac'hanomp.
Ha Mammennoù, neuze aze zo roll an holl vammennoù a vez implijet war al lec'hienn.
Hag a zo en hon diaz a-benn ar fin, hag a zo implijet neuze… euh… n'eo ket brav-se.
Hag aze vez gwelet… neuze euh setu tout ar pezh hon eus implijet.
Hag ez eus ur bern, ur bern mammennoù e gwirionez.
Ya, evel-just. Euh seul vui ma vo ouzhpennet verboù euh e vo klokaet ar roll. Met euh, penaos…
Pal al lec'hienn, pal ar raktres a oa ivez lakaat mammennoù resis dre skrid evit euh… evit euh beñ ma vefe ur reizh al labour kwa, ha ne vefe ket, just… ni o klask… Gant ar pezh a ouiomp.
Ar pal a zo diskouez, euh setu euh… ar stumm-mañ a zo dioutañ peogwir hon eus gwelet er vammenn-se.
Ha setu, euh ar raktres a zo open source, da lavaret eo digor e darzh dindan ul lañvaz frank.
Ha neuze ma 'z eus diorroerien euh en ho touez, e c'hellit dont da reiñ un taol skoazell.
Ha setu neuze diorroet ez eo e Symphony hag e PHP evit ar re a anavez.
Hag evel-se ma zo diorroerien en ho touez e c'hallit euh bah reiñ un taol sikour.
Deuet e vo mat. Ha m'ho peus c'hoant gouzout penaos eo graet euh tra pe dra, e c'hallit euh… mont war Github.
Setu, evel-se eo euh… treuzwelus an traoù.
N'eus nemet ar roadennoù benn ar fin ha n'int ket digor c'hoazh, met euh labouret vo evit ma vefe tu adkavout anezhe en un doare digor, ivez.
Ha, ha setu, neuze ar raktres zo kaset gant "An Drouizig". An Drouizig a zo euh ezel eus ar poellgor Bed Niverel, a c'hellit ivez mont da welet.
Setu tamm-pe-damm traoù all peus da lavar euh Pêr ?
Euhm, nann, evit afer al lec'hienn eo echu d'am soñj, marteze e c'hellomp gwelet ar pezh a… kinniget en amzer da zont ?
Ah, ya gant ar… ar roadmap… ar roadmap a c'heller kavout war euh, war ar Github.
Neuze se zo roll tout an traoù a vo euh, a vo ouzhpennet tamm-ha-tamm. Bez' zo traoù a vo war euh berr dermen ha traoù a vo euh a zo huñvreoù on eus war hir dermen hag e vo diaes-tre da lakaat e plas, met tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann, neketa ?
Eh ya, sur !
Euh setu, neuze. C'hoant peus kinnig ar follenn-stur, Pêr ?
Bah lakaomp, ya. Neuze, euh evel peus lavaret Gwenn, e… bez ez eus daou euh… daou zoare kefridi a zo evit al lec'hienn.
Bez ez eus ar re a vo dav kas anezhe war hir dermen hag ar re vo da gas war euh… da lavaret eo e vo difin en ur mod.
Na pa vez ken ouzhpennañ verboù nevez pe mammennoù ouzhpenn.
Setu euh penaos euh… lakaat evezhiadennoù war pep verb aze peogwir…
Ouzhpennet e vo ur vaezienn da glokaat evit ouzhpennañ euhm evezhiadennoù a bep seurt war pep verb, hag all hag all.
Troet e vo ar verboù e yezhoù all. Hag an etrefas ivez. Ya.
Hag an dra a gemero ar muiañ a amzer, d'am soñj, a vo… penaos euh merañ an araogennoù.
Peogwir e klask… ar pal a zo ivez kinnig un diaz verboù, met ivez… peogwir c'hwi oar penaos e cheñch ster ar verboù e brezhoneg, gant an araogenn a zeu d'o heul, pe a zeu ganto bepred.
Ha, neuze e vo klasket renabliñ, penaos, ar muiañ posupl a araogennoù hag o stumm displeget, ha… ha penaos ouzhpennañ anezhe war-lerc'h da d'ar verboù.
Ha se vo hir. Met talvoudus e vo evit kreskiñ, penaos evit gwellaat an difazierioù pe an troerioù emgefre, en amzer da zont.
Un doare dispar da implij peogwir alies pa implijomp ur verb, ouiomp ket peseurt roll lakaat goude.
D'am soñj e vo talvoudus. Un hir a labour c'hoazh, met ul labour talvoudus.
Ya ! Gwir eo.
Neuze, barzh ar pemp unan ez eus ur bern traoù zo bet graet, neuze.
Se n'eus ket ezhomm. Euh boñ, ha d'am soñj zo… ya benn ar fin se zo bet graet.
Ya ur bern dioute zo bet graet dija.
Bez zo reoù n'int ket bet graet memestra
lakaat un dra evit esporzhiañ, rannañ, war euh… n'ouzon ket Twitter pe Facebook.
Ha lakaat ar stumm nac'h, ya. Se vo graet… gwelet penaos ober, hag un toullad traoù.
Ha goude, ya, setu, goude ar stumm da zont eus an traoù brasañ. Ar stumm gouzañv euh vo ket fall ouzhpennañ. Neuze se zo setu ar stummoù hon eus komzet tuchant diwar-benn se. Ouzhpennañ stummoù all.
Hag aze zo… se zo e liamm gant ar verboù skoazell hag ivez an araogennoù. Setu, ya, aze e vo… Pep-tra zo liammet e gwirionez.
Ya, setu, verboù skoazell, amzerioù kevrennek. Se zo da ouzhpennañ n'eo ket… vefe talvoudus a-walc'h…
Ya. Hag ouzhpenn hon eus lakaet e-barzh hon soñj ouzhpennañ ar mod benel da zisplegañ ar verboù. Peogwir eo da skouer "e kanont int-hi", fin, evit komz eus merc'hed.
El lizherenneg etrebroadel, lizherenneg fonetek etrebroadel. Ya, pe an API. Setu, se a gemero kalzig a amzer met gant euh gant ar mammennoù mat e vo tu d'en ober, ivez.
Ha marteze pa vo eus ar <C'HOARZH> euh, sintezenn ar vouezh, hag a zo, war euh, war ziorren e vo tu ouzhpennañ se ivez war al lec'hienn, gwelet e vo.
Daoust hag e teuio maez a-benn nebeut ?
Setu, ha goude war hir-hir dermen euh. Lakaat enepsterioù, heñvelsterioù.
Se zo ul labour euh, tamm geriaduriñ hag a vo lakaet tamm ha…