audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
Amañ setu ez eus euh daou baotr, yaouankoc'h, ha n'int ket ken bras,
Met o deus euh… o deus gourenet brav ivez, ar re zu o deus tapet ar maout aze er gouren.
Ha siwazh n'o doa ket bet amzer achuiñ ar bartienn-mañ…
Met tenn-tre oa aze, ha neuze em boa… m'oa roet ar splet aze d'ar re zu, setu oa bet rampo etrezo.
Boñ, emichañs en deus plijet deoc'h gwelet-se, ha kement hag ober un tamm bruderezh d'ar GBB, hag emichañs hon do tro d'ober abadennoù euh echedoù back-hold, chess back-hold, gwechoù all c'hoazh.
Kenavo ar c'hentañ tro !
Sell aze an Douar, evel ma oa dek milion vloaz ha pevar-ugent zo.
Kleizeg uhel a vez graet deus ar marevezh-se.
Tommadur bras-bras oa war an Douar, hag an dinosaored oa rouaned ar blanedenn.
Bevañ a raent trankilik, en o flas uhelañ e chadenn ar boued.
Ne ouient ket oa cheñchamantoù bras o c'hoarvez tro-dro dezho.
O pellaat an eil deus egile oa ar c'hevandirioù, en ur zigeriñ frailhoù bras e pluskenn an Douar, bet beuzet goude gant an dour hag aet da vorioù.
O strujañ veze ar bezhin, da heul an tommder bras-bras, hag o kontammiñ an dour.
Marvet oant goude, ha kouezhet, miliardoù anezho, e foñs ar frailhoù.
Kaset oa bet ar oueledenn d'ar morioù, betek ma oa bet peurc'holoet lostachoù ar bezhin.
Kresket he doa ar wask, hag an tommder ivez, ha dre gimiezh oa bet treuzfurmet al lostachoù e hidrokarbidennoù : tireoul ha gaz.
Kemend-all oa c'hoarvezet war an douar, ha deut glaou da heul.
Ur pemp milion vloavezh zo bet ezhomm d'an natur evit aozañ an energiezhioù fosil lonket gant an dud e-korf ur bloavezh.
Stag eo hon doare da vevañ hiziv deus an nerzhioù fosil-se, ha pa vefe souezh gwelet pet a dud a ra evel ma vijent difin.
Abaoe triwec'h kant tri-ugent zo bet eztennet daou vil viliard barrikennad tireoul.
Betek-henn zo bet lonket un hanter anezho, well-wazh.
A-raok tennañ tireoul deus an douar vez ret kavet anezhañ.
Da zigentañ oa aes da gavet ha marc'had mat da eztennañ.
Spindletop oa kentañ tireouleg vras Amerika, bet diskuliet e naontek kant.
Ur bern oa bet da heul.
Furchet veze Amerika gant an douarourien, o doa kavet bernioù bras a eoul, gaz ha glaou.
Muioc'h a direoul veze eztennet en Amerika evit e n'eus forzh peseurt bro all.
Hag ur vro dreist-galloudus e oa deut da vezañ.
Pa groger da broduiñ tireoul en ur puñs n'eo ken nemet un afer amzer a-raok ma'h afe ar produiñ war ziskar.
Disheñvel eo live produiñ pep puñs.
Pa saver ur geidenn deus produiñ an holl buñsoù e treser ur grommenn stumm ur c'hloc'h dezhi.
Peurvuiañ vez ezhomm deus daou-ugent vloaz goude ar penn-diskuliadenn evit ma tizhfe ur vro ur pikern er produiñ.
Goude-se eh a ar produiñ war-ziskar, dre ret.
Er bloavezhioù hanter-kant, oa bet jedet gant Marion King Hubbert, douar-fizikour a laboure evit Shell, e vefe pikern produiñ tireoul Amerika
e naontek kant dek ha tri-ugent, daou-ugent vloaz goude pikern diskuliañ an tireoul en Amerika. Oa ket bet kredet anezhañ.
Padal, e naontek kant dek ha tri-ugent oa bet ar pikern produiñ tireoul en Amerika ha krog an diskar da heul.
Ar wirionez oa gant Hubbert. Adalek ar mare-se, eo bet ret d'an Amerikaned enporzhiañ muioc'h-mui a direoul.
Dalc'het int bet gant ur pourveziñ dizingal ha paket gant an enkadennoù ekonomikel deut da heul,
stroñsoù an tireoul e naontek kant trizek ha tri-ugent ha naontek kant naontek ha tri-ugent.
Er bloavezhioù tregont eo oa bet kavet ar muiañ a direoulegoù en istor Amerika.
Daoust d'an teknologiezhioù nevez eo aet an diskuliañ tireoulegoù nevez war zigreskiñ ingal.
Ar re nevez kavet, evel ANWAR, da skouer, a rofe tireoul evit seitek miz, d'ar muiañ.
Memes an tireouleg Jack-daou, e pleg-mor Mec'hiko, ne bourvezfe ket an tier, en Amerika, en tu all d'un nebeud mizioù.
Ha pa vefe bras, n'eus tireouleg ebet a vefe trawalc'h evit respont da ezhommoù Amerika.
Muioc'h-mui a brouennoù zo omp erruet e pikern produiñ tireoul ar bed, pe tost-kaer dezhañ.
Er bloavezhioù tri-ugent oa bet ar pikern diskuliañ tireoulegoù nevez.
Ouzhpenn daou-ugent vloaz war-lerc'h, n'haller ket diarbenn digresk an diskuliañ tireoulegoù nevez.
Peder bro hag hanter-kant diwar ar pemp ha tri-ugent a brodu tireoul zo erruet d'o fikern produiñ.
Kemend-all c'hoarvezo gant darn deus ar re all a-raok pell.
Ret e vo kavet ar memes kementad a energiezh hag an tireoul produet e Arabia Saoudat bep tri bloaz evit goloiñ war divigañ an tireoulegoù zo deus outo hiziv.
Er bloavezhioù tri-ugent veze eztennet c'hwec'h barrikennad tireoul pa veze implijet unan.
daou-ugent vloaz war-lerc'h e vez implijet etre tri ha c'hwec'h barrikennad er bed pa vez eztennet unan.
Ur wech pa vo bet tizhet ar pikern er produiñ tireoul er bed e vo kalz brasoc'h ar goulenn evit ar c'hinnig, ha kemmoù bras a vo ingal e priz an esañs.
Mont a ray an efedoù kalz pelloc'h evit priz ur gibellad esañs.
Depantiñ a ra kêrioù bras hon marevezh deus an energiezhioù fosil.
Gant asfalt, tennet deus an tireoul, vez graet an hentoù. Toennoù ur bern tier ivez.
N'hallfer ket bevañ war dakadoù douar bras zo ma ne vijent ket tommet deus ar goañv ha yenaet deus an hañv.
Abalamour da lederezh ar c'hêrioù e ya an dud war gilometroù betek en o lec'h labour, en o skol, er stalioù.
Rannet eo ar c'hêrioù pennañ e takadoù annez ha takadoù koñverzh pell an eil re deus ar re all, ha rediet an dud da vont ha da zont gant otoioù.
Savet eo bet ar banlev hag an tolpadoù-kêrioù evel ma oa didermen ar produiñ tireoul hag energiezhioù.
Ar produioù kimiek tennet deus an energiezhioù fosil, an eoul gimiezh, zo ur redi evit sevel a bep seurt produioù.
Stag-mat eo al labour-douar deus an energiezhioù fosil, dres evel an ospitalioù, ar c'hirri-nij, ar reizhiadoù dasparzh dour.
Mann nemet arme ar Stadoù-Unanet a ra gant kant daou-ugent milion barrikennad tireoul ar bloaz.
Ur redi eo an energiezhioù fosil evit sevel plastik ha polimeroù, elfennoù diazez an urzhiataerezoù, binvioù didu ha dilhad zo.
Stag eo ekonomiezh ar bed deus ur c'hresk difin, diazezet war gresk an energiezhioù marc'had mat.
Ken stag omp deus an tireoul ha deus an energiezhioù fosil all ken e talv ur c'hemm, ha pa vefe bihan, e kementad an energiezhioù eilefedoù spontus war hon buhez pemdez.
Talv a ra an energiezh ar varregezh da gas ul labour da benn vat. <SONEREZH>
Nerzh kant hanter-kant sklav o labourat noz-deiz a zo e kerzh un Amerikan boutin hiziv.
Treloskoù vez graet deus an danvez a zalc'h an nerzh-se.
Muioc'h a nerzh a zo e treloskoù zo evit er re all.
Douester an energiezh a vez graet deus se. Gant an tireoul, un deus an treloskoù-se, emañ an dalc'h.
tregont miliard barrikennad ar bloaz vez implijet gant an dud er bed, da lavaret eo daou zevezh-arat kub ha tregont a direoul,
pe talvoudegezh an energiezh a vije produet gant div greizenn nukleel ha hanter-kant o vont en-dro ingal en hanter-kant vloavezh da zont.
Daoust ma ne zeu nemet un dre gant pik c'hwec'h deus tredan Amerika diwar an tireoul ec'h a da voueta c'hwezek dre gant ha pevar-ugent deus an dougen-samm.
E daou vil eizh eo an div drederenn deus tireoul Amerika oa bet enporzhiet, deus ar C'hanada peurvuiañ, Mec'hiko, Arabia Saoudat, Venezuela, Nijeria, Irak hag Angola.
N'eus ket par d'an tireoul evit meur a abeg : e zouester energiezh da gentañ.
Talvoudegezh tost da teir bloavezh labour un den zo en ur varrikennad tireoul.
Dourek vez d'ur wrez etre, aezet eo kas-degas anezhañ, hag implij anezhañ e kefluskerioù bihan.
Evit dastum energiezh zo ezhomm d'ober gant energiezh.
Ober gant nebeut a nerzh evit kavet hag eztennañ kalz a energiezh, aze mañ ar stek.
Gounid Energiezh War an Energiezh Postet (GEWEP) eo se. EROEI en saozneg.
Ur skouer vat eo an tireoul boutin. Da gentañ oa bet eztennet an tireoul kriz, a galite hag an aesañ.
Ur varrikennad tireoul veze implijet evit kavet hag eztennañ kant barrikennad all. <SONEREZH>
Pa oa bet eztennet an tireoul aes da gavet da gentañ oa bet ret mont da glask mammennoù en uhelvorioù, pe e broioù pell, en ur implij kalzig a energiezh.
Ponner pe sulfurus vez alies an tireoul kavet mod-se, ha koust' ra ker puraat anezhañ.
Ken izel ha dek eo GEWEP an tireoul hiziv.
Ma vez graet gant muioc'h a energiezh evit eztennañ un trelosk evit ma zo barzh an trelosk-se, ne dalv ket ar boan.
Moaien zo da droiñ ur vammenn energiezh en un all.
Bewech ma vez graet vez koll war an nerzh a oa en trelosk kentañ.
Bez' zo tireoulioù n'int ket boutin, da skouer : ar sabron hag ar skiit terdouarek.
Er C'hanada vez kavet darn deus ar sabron terdouarek. Er Stadoù-Unanet mañ an div drederenn deus skiit terdouarek ar bed.
Moaien zo da droiñ an daou drelosk-se e tireoul boutin kenaozet.
Na vit-se vez ezhomm deus kalz a wrez hag a zour fresk, ent-se vez digresket o GEWEP a c'hall mont deus pemp da un pik pemp.
Trelosk paour hardizh eo ar skiit tredouarek zo ennañ un drederenn, evit ar memes pouez, deus an nerzh zo ba ur voestad edaj evit an dijuni.
Bernioù bras a c'hlaou a zo a bourvez ar bed gant un hanter deus e dredan.
Tost da tri-ugent devezh-arat kub glaou ar bloaz vez implijet er bed.
Padal c'hallfer erruout da bikern produiñ hollek ar glaou a-raok daou vil daou-ugent.
Ur fazi eo krediñ pado ar glaou kantvedoù en Amerika, pa ne vez ket taolet e kont e kresk ar goulenn, hag e tigresk e galite.
Darn deus ar glaou karreg, a galite vat, zo aet da get, ha ne chom nemet glaou a galite izeloc'h, nebeutoc'h a nerzh ennañ.
Trubuilhoù produiñ a sav neuze, p'eo bet eztennet glaou ar c'horre dija, ha ret vez toullañ donoc'h, e lec'hioù diaesoc'h da vont enno.