audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
A-wechoù memes vez diskaret menezioù evit kavet ar bernioù glaou, hag un drast spontus eo evit an natur.
Da heul an tireoul hag ar glaou vez kavet gaz naturel alies.
Er bloavezhioù hanter-kant zo bet pikern diskuliañ gaz naturel en Amerika an Hanternoz, hag e penn-kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent, pikern ar produiñ.
Ma vo kaset tres-kromm an diskuliañ tri bloaz warn-ugent pelloc'h e weler splann dazont ar produiñ gaz naturel en Amerika an Hanternoz.
A-drugarez da deknikoù nevez c'haller eztennañ gaz naturel divoutin evel ar gaz skiit, a vo, marteze, ur rikour e-tal diskar ar produiñ er bloavezhioù da zont.
Disputet eo talvoudegezh ar gaz divoutin, pa zo ezhomm vefe uhel prizioù an energiezhioù evit ma vefe ampletus.
Memes en ur gontañ ar gaz divoutin c'hallfer erruout d'ar pikern produiñ gaz er bed e daou vil tregont.
Bez' zo bernioù uraniom bras, a dalv d'ar skiriañ nukleel.
Evit produiñ an dek terawatt a vez tennet deus an energiezhioù fosil vije ezhomm deus dek mil kreizenn nukleel,
ha n'hallfe padet ar bernioù uraniom ouiomp zo anezho nemet dek pe ugent vloaz.
Taolioù-arnod zo bet graet gant reaktorioù dreistganerioù dre blutoniom en Frañs ha Japan, c'hwitadennoù koustus anezho.
Skoilhoù teknikel ramz zo war hent ar skiriañ nukleel.
An nerzhioù neveshaüs zo deus outo ivez.
Ur GEWEP uhel 'n deus nerzh an avel, met paouez-dibaouez eo.
War nerzh an dour c'haller kontañ, met savet zo bet stankelloù war al lodenn vrasañ deus stêrioù ar bed diorroet.
Ar c'hreizennoù gwrez-douar boutin a denn o nerzh deus takadoù tomm tost da c'horre an Douar.
Stag int deus an takadoù-se.
Er c'hreizennoù gwrez-douar gwellaet hag arnodiñ vez toullet daou riboul dek kilometr en douar.
Kaset vez dour en eil riboul, a vez tommet er frailhoù, ha pompet er riboul all evit produiñ tredan.
Hervez ur rentañ-kont nevez a-walc'h gant an MIT e tegasfe an teknologiezh-se dek dre gant deus tredan ar Stadoù-Unanet ac'han daou vil hanter-kant.
Nerzh ar gwagennoù ne vez produet nemet war an aodoù.
Disheñvel eo douester energiezh ar gwagennoù hervez ar broioù.
Un dael vije kas tredan produet gant ar gwagennoù barzh an douaroù.
Ouzhpenn-se vez krignet an troellrodoù gant aer ha dour ar mor.
An treloskoù bev zo treloskoù gounezet.
Izel eo douester energiezh ar c'hoad, ha kreskiñ a ra difonn.
Tost da tri-ugent devezh-arat koad ar bloaz vez implijet er bed.
Dont ra ar gazeoul bev hag an etanol deus ul labour-douar stag deus nerzh an tireoul.
Izel-kaer eo ar gounid nerzh war an treloskoù-se.
Faot' a rafe da bolitikerien zo troiñ ar mais en etanol.
Ober gant etanol evit pourchas un dekvedenn deus an esañs vo ezhomm er Stadoù-Unanet en daou vil ugent talvezfe implij tri dre gant deus douaroù Amerika.
Pourchas un drederenn dalvezfe ober gant teir gwech an douaroù gounid mais.
Evit pourchas an tireoul a vo ezhomm anezhañ en Amerika en daou vil ugent vije ezhomm deus un hanter muioc'h douaroù gounid boued.
Eztennet vez an hidrojen deus ar gaz naturel, ar glaou pe an dour, ha graet vez gant muioc'h a nerzh evit ar pezh vez dastumet.
Kazi sur ne vo ket diazezet an ekonomiezh war an hidrojen.
Kement ha div greizenn gwrez diwar c'hlaou e talv produiñ tredan holl banelloù fotovoltaek ar bed.
Etre unan ha peder tonenn glaou vez implijet evit ober ur banell fotovoltaek.
Ret vije goloiñ ur c'horread daou c'hant mil pevar c'hilometr karrez warn-ugent gant panelloù evit pourchas an energiezh zo ezhomm anezhañ er bed.
E daou vil seizh e oa goloet ur c'hwec'h pik pemp kilometr karrez bennak.
Barregezhioù bras o deus ar c'hreizennoù gwrez-heol, met nebeut-kaer zo deus outo.
N'haller sevel anezho nemet lec'h ma vez heol ingal, ha ret vez kas kementadoù bras a dredan war hirderioù ken bras all.
Stag eo an holl energiezhioù erlec'hiañ-se da vekanikoù ac'h a en-dro gant tireoul,
pe o dez ezhomm deus danvez evel ar plastik, a vez graet gant tireoul.
Pa vez tud oc'h embann o deus treloskoù pe vekanikoù burzhudus, dav goull ganto :
ur skouerenn deus ar mekanik ac'h a en-dro o deus an dud-se ?
Peseurt douester energiezh 'n eus ? Aes vez klenkañ pe skignañ anezhañ ?
Ur produiñ ingal pe paouez-dibaouez ? Moaien zo d'ober gantañ er vro a-bezh ?
Ha skoilhoù teknikel kuzh a vije ? Peseurt GEWEP en eus ? Peseurt efedoù war an endro ?
Touellet c'haller bezañ gant niveroù bras… Da skouer : ur miliard barrikennad tireoul a vo diouzh ezhomm daouzek devezh nemetken.
Klaoustre spontus vije tremen deus an energiezhioù fosil da reoù all.
E daou vil seizh zo bet produet eizh dre gant ha daou-ugent virgulenn pemp deus tredan ar Stadoù-Unanet diwar c'hlaou.
un dre gant warn-ugent virgulenn c'hwec'h diwar ar gaz naturel, un dre gant virgulenn c'hwec'h diwar an tireoul,
naontek dre gant virgulenn pevar diwar nerzh nukleel, pemp dre gant virgulenn eizh diwar nerzh an dour.
daou pik pemp dre gant nemetken diwar an energiezhioù neveshaüs.
Ha posupl vefe lakaat ur skeuliad energiezhioù erlec'hiañ ba plas an treloskoù fosil er sistem ?
Ezhomm vefe ec'h afe an teknologiezhioù war-raok, kement hag ar youl politikel hag ar c'henlabour ;
deus ur postañ arc'hant bras ivez, deus un emglev etre an holl vroioù ; da adkempenn sistem ekonomikel ar bed hag e bemp mil miliard dollar ha daou-ugent,
hag an dougen-samm ivez, an uzinoù sevel madoù ha reizhadoù al labour-douar, hag ivez da gavet tud e-karg kap da verañ ar c'hemm-se.
Ma vefe tizhet ar palioù-se, daoust ha pad a rafe hon mod da vevañ ?
Barzh ur voutailh e vev ar bakteri-mañ. Bep munutenn vezont daougementet. <SONEREZH>
Da unnek eur beure zo ur vakterienn. Da greisteiz eo leun ar voutailh.
Da unnek eur nav hag hanter-kant oa hanter leun ha plas walc'h oa evit un doubliñ nemetken c'hoazh.
Santet a ra ar bakteri zo dañjer. Klask reont boutailhoù nevez, ha teir anezho a gavont.
Renket an afer, sañset. <UNK> Da greisteiz, leuniet ar voutailh gentañ. Da greisteiz unan, leuniet an eil voutailh.
Da greisteiz div, leuniet an holl voutailhoù.
Aze mañ an dalc'h evidomp ivez, abalamour d'an doubliñ zo er c'hresk eksponantel.
Pa oa bet krog an dud d'ober gant glaou ha tireoul evel mammennoù treloskoù oa kresket o niver evel ma oa ket bet biskoazh.
Memes ur feur kreskiñ izel a gas da greskoù bras goude ur pennad-amzer.
Gant ur feur kreskiñ un dre gant vez daougementet un ekonomiezh e-korf dek vloaz ha tri-ugent.
Gant ur feur daou dre gant zo ezhomm deus pemp bloaz ha tregont.
Gant ur feur kreskiñ dek dre gant, vez daougementet un ekonomiezh e-korf seizh vloaz nemetken.
M'he dez un ekonomiezh ur c'hresk tri dre gant evel hiziv e taougement bep tri bloaz warn-ugent.
Bewech pa vez daougementet ec'h a an ezhommoù nerzh ha danvez en tu all da ezhommoù an holl zoubliñ c'hoarvezet a-raok.
Savet eo hon reizhiad arc'hant war vartezead ar c'hresk. N'hall bezañ harpet nemet war muioc'h-mui a energiezh.
Moneiz n'o deus ket vez prestet gant ar bankoù a grou anezhañ, en gwirionez.
Implijet eo ar moneiz nevez-krouet-se gant an ampresterien evit kreskiñ o embregerezhioù a-benn paeañ o gleoù mui interestoù, a dalv vez ret kreskiñ c'hoazh.
Abalamour d'ar c'hrouiñ moneiz diwar c'hleoù e talv darn deus ar moneiz er bed hiziv gleoù gant interestoù da baeañ.
Ma ne zeuy ket rummadoù brasoc'h ampresterien nevez da broduiñ ar c'hresk ha da baeañ ar gleoù-se da heul, e kouezho ekonomiezh ar bed en he foull.
Evel en ur chadenn Ponzi eo ret d'ar sistem kreskiñ pe mervel.
Abalamour d'ar reizhiad gleoù-se, evit darn, eo bet splann ha bras efedoù ar c'hresk ekonomikel war ar produiñ diabarzh kriz,
ar sevel stankelloù, implij an dour, implij an temzoù, poblañs ar c'hêrioù, implij ar paper, an niver a girri-tan, ar c'hehentiñ hag an douristelezh.
Da seizh miliard e sav bremañ an niver a dud er bed, hag en tu all da nav miliard ec'h afe ac'han daou vil hanter-kant.
Ma vije plat ha difin hon Douar, ne vije kudenn ebet.
Padal, gaoz m'eo ront ha bevennet hon Douar, ec'h erruimp ivez, deiz pe zeiz, tal bevennoù ar c'hresk.
Da heul ar c'hresk ekonomikel zo bet kresket feur ar mergl nitrek hag ar metan en aer,
digresket an ozon, kresket an dourioù-beuz, hag an droug graet da ekoreizhiadoù ar morioù,
en ur gontañ diruilh al ludu holen, an diskar koadeier e pep lec'h, kresk an takadoù douar implijet gant an dud, ha diskar kalz a ouennoù loened.
Lakaomp ur c'hreunenn riz nemetken war garrezig kentañ ur c'hoari echedoù.
Daougementet vo ha lakaet div war an eil karrezig.
Daougementiñ c'hoazh, ha peder war an trivet.
Daougementiñ, hag eizh greunenn war ar pevare.
Ma vo dalc'het ganti mod-se, o taougementiñ bewech an niver a c'hreunennoù en ur vont war-raok deus ur c'harrez,
pa erruer war ar c'harrez diwezhañ vo ezhomm deus un niver bras-spontus a c'hreunennoù.
nav zrilion, daou c'hant tri biliard warn-ugent, tri c'hant daouzek bilion ha tri-ugent,
c'hwec'h miliard ha tregont, eizh kant pevar milion ha hanter-kant, seizh kant c'hwezek mil greunenn ha tri-ugent.
Muioc'h evit pezh zo bet gounezet gant an dud e-korf dek mil vloaz.
Daougementiñ a ra an ekonomiezhioù modern evel ar greun war ar c'hoari echedoù, goude un nebeud dekvloaziadoù.
War beseurt kombod deus ar gael omp erruet ?
<SONEREZH> Ouzhpenn an energiezh vez ezhomm deus kalzig a zanvezioù all en hon c'hevredigezhioù :
dour da evañ, douar atil, boued, koadeier, ha meur a seurt mein ha metalioù.